Poent eo dimp disoc’h gant ar ‘ligne glan’ laka an holl ‘hanomp en danjer

Actualité - 17/04/2024



Poent eo dimp disoc’h gant ar ‘ligne glan’ laka an holl ‘hanomp en danjer !
 
Pa vez kaoz deus Ligne glan ur blantenn bennaket, ‘vez komzet deus ur seurt kontroll war ar vuhez en gwirionnez : mann ebet da welet gant an natur.
Eman kult ar ligne glan diazez an dibaboù variezon plant graet gant an industri hiziv. Splann eo gant an OGMoù. Pa ‘vez delc’hmat dibabet ar memes jen, ‘vez digreskaet ar variezonoù gounezet.
Emañ an digresk-man goll danjerus ha n’eo ket konsantet gant Hadoù ar frankiz.
Gwir eo n’houlennamp ket un dibab a jenoù met ur chañchamant ‘dalc’ha kont deus an dud, ar plant hag ar lec’hioù.
Sonj ‘ra dimp emañ pinvidigezh an ekosistem ‘ra tout. Hag ar variezonoù gounezet hed-ha-hed istor ar labour-douar ‘oa bet savet gant an dud nevez arruet hag ar meskajoù.
Un hadenn ‘nom vira ‘zo un hadenn gounezet hag a hella chañch ivez : giz-se ‘vez krouet kulturioù a bep seurt.
Bout tomm deus Breizh ‘signifia bout staget deus pinvidigezh krouet gant ar meskajoù graet etre hom humeniteioù hed-ha-hed hom istor. Bout staget deus Breizh ‘signifia bout tomm deus an ingalded etre an dud ivez. Giz-se ‘vez dalc’het ur c’hultur-bro gant nerzh nevez kavet. Ha ‘neus ket afer deus un enebour heritet vit n’om gava mat amañ ha bremañ.
---
Foto bet tapet gant Bruno Ansker, fotografour ha paizant àr e leve : ar foto-mañ ‘man bet lakaet er bajenn gentañ ‘Pobl Breizh’ ‘ba miz Genver 2024. ‘Sambles gant e wreg Michèle Huitric ‘deus dalc’het ‘Kaol Douranenez’ en en sav ha deus kaset soñj ‘semences variétés populations’ da rummad nevez labourerien ha labourerezed-douar. Ar re-se ‘deus savet Hadoù ar frankiz.